EEUN
Hag anavout a rit EEUN ?
Tri soner a blij dezhe teneraat kalon ar selaouerion get o c'hanennoù frommus. Drian a gan barzhonegoù savet dezhañ, peadra da sempliñ ken fromus eo. Mikael, ar violoñsour dispar a gas un arliv melkonius é lakaat an notennoù da nijal hag ar merc'hed da dridal ha David a flour kroc'henn e daboulin ken dous ma vez kredet eo sonerezh.
Sonet o deus ar wezh kentañ e Karaez dirak arvesterion boemet-mik. Euver eo ne vehe ket bet a-zoare ar sono eno rak saoudanus e oa o c'hlevet.
Hag oc'hpenn ar lodenn "arvest" e sonont evit ar festoù-noz. Meur a unan o deus graet dija. En tok-ruz e Kemper, e Tonkedeg hag a-benn an 16 a viz Mezheven en Arzon evit an Diwan Kup. Talv a ra ar boan monet di d'o gwelet. Profiñ ur bannac'h "Tri Martolod" da Vikael ha d'e gompered ha dañsal àr don ar jig kaset get ar binioù-bras.
Ken stag on, evit pas lâret "fan" e heulian anezhe a fest da fest. Lakaet e vo tout ar pezh ho peus c'hoant gouiet diàrne er blog-mañ ha memes muioc'h.

digg it
del.icio.us